Trugarekadennoù

Trugarez vras a lavaromp d'hor c'hevelerien

Evit bezañ roet an dorn e-pad eurvezhioù (2)

  1. Skipailh an dud a-youl vat, o labourat war ar raktres abaoe an deroù hag ar re a zo deuet er gumuniezh war-lerc'h.

  2.  Kumuniezh servijer Discord an displeger hag a ro hec'h ali ingal.

Evit bezañ rannet ganeomp diaz-roadennoù o verboù (3)

  1. Hunspell evit ar brezhoneg, meziant evit difaziañ ar skritur diorroet gant «An Drouizig».

  2. Ar geriadur istorel «Meurgorf», graet gant «Ofis Publik ar Brezhoneg» (OPAB).

  3. Ar raktres «Dispegadurator», diorroet gant Doujet B., kemeret hon eus harp war e raktres evit pinvidikaat hon diaz-roadennoù.

Troidigezh e galleg ar verboù

Ne vefe ket bet posupl kinnig deoc'h un droidigezh e galleg evit ar verboù a zo e-barzh al lec'hienn-mañ hep o asant evit adimplijout ar geriadurioù graet ganto:

Geriadurioù enlinenn (5)

  1. «Devri» ar geriadur treadegel enlinenn gant Menard M., herberc’hiet gant «Kuzul ar Brezhoneg».

  2. Geriadur enlinenn Favereau F. en e stumm eus 2001 hag an hini kresket hag arguzennet eus 2015 er stumm pdf.

  3. «Geriafurch», ar c'henstroller geriadurioù brezhonek enlinenn diorroet gant ar c'henstrollad «Poellgor Bed Niverel».

  4. «Geriaoueg ar Skiantoù hag an Teknikoù», graet gant kreizenn ar geriaouiñ, Stumm 3.2 – 23/05/2020.

  5. Ar geriadur istorel «Meurgorf», graet gant «Ofis Publik ar Brezhoneg» (OPAB).

Diaz-roadennoù e stumm un taolenner (1)

  1. Ar raktres «Dispegadurator», graet gant Brieg Doujet, kemeret hon eus harp war e labour evit kinnig deoc'h un droidigezh c'hallek a galite evit ar verboù.

Geriadurioù er stumm paper (1)

  1. Favereau F., 2001, Geriadurig ar brezhoneg a-vremañ: [brezhoneg - galleg ; galleg - brezhoneg ; bilingue] = Dictionnaire compact du breton contemporain, Montroulez, Skol Vreizh, 1240 p., ISBN: 978-2-915623-16-1 978-2-911447-44-0 + (hag eil stumm paper kresket hag arguzennet eus 2015),

Evit bezañ bet roet an aotre da adimplijout o geriaoueg yezhadurel

Geriaoueg yezhadurel (1)

  1. Jouitteau M., «ARBRES», lec'hienn enklask war ar sintaks furmel ar mikrovariezon sintaksel war ar brezhoneg, IKER, CNRS, (emb.). 2009-...

Evit bezañ bet roet alioù ha kemeret perzh en argerzh programmiñ (1)

  1. Raktres «Ar Geriadur Digor», 2020.

Trugarekaat a reomp an holl re o deus savet an oberennoù listennet er bajenn «mammennoù» ivez.

^