A bit of grammar

N.B.: Pa vez ur steredennig, evel houmañ «skouer*», stag ouzh ur ger e talvez e c'heller adkavout ar ger-mañ er c'heriaoueg e fin ar gentelig.

Ar bajenn-mañ a zo un diverradenn eus yezhadur ar brezhoneg, ur yezh keltiek komzet e Breizh.
Spisaat a ra an tri seurt verboù e brezhoneg : reizh, amreizh ha direizh.

I. Rummadoù

E brezhoneg e tiforc'her ar verboù* reizh*, amreizh* ha direizh*. N'eus ket tu o anavezout doc'h o anv-verb* hepken.
I.1. Verboù reizh
I.1.1. Termenadur berr
Ar verboù reizh a zo… reizh! Ar pezh a dalvez e heuliont atav ar memes mont en-dro evit bezañ displeget, evit-se eo e vezont anvet verboù reizh.
A-benn displeg ur verb reizh, kemerit an anv-verb, tennit an dibenn* - mar eus unan, rak ne vez ket bepred - oc'hpennit dibenn-verb an amzer hag ar gour* a blij deoc'h ha setu !
Sk. Debr → U*1, amzer-vremañ* : debran
Sk. Kemer → U1, amzer-vremañ : kemeran
I.1.2. Traoù oc'hpenn da c'hoût war ar verboù reizh
  1. Ar verboù nevez hag a zeu war-wel en holl yezhoù a vez displeget peurvuiañ gant sistem ar verboù reizh.
  2. Techet e vez ar vugale da reizhekaat ar verboù, en un doare naturel, pa vez desket ganto komz. An dud a zesk ur yezh nevez a zo techet d'en ober ivez.
  3. Ez-naturel e c'heller gwelet sistemoù reizhekaat o tont war-wel eus ar verboù direizh. An dra-mañ a c'hoavez pa vez re luziet ar sistem direizh da zisplegañ ar verboù-se.
I.2. Verboù amreizh
Ar verboù amreizh a zo «hanter» reizh. Da lâret eo, eo direizh o fennrann ha reizh o dibennoù (àr-bouez unanig bennak).
Sk. Sevel → ar bennrann «sav» → Savan (ar memes pennrann* evit an holl gourioù, holl amzerioù, anv-gwan-verb*, doare gourc'hemenn* met direizh eo peogwir n'eus ket tu en divinout diàr an anv-verb)
Sk. Verb «donet» e GW, verb «dont» e KLT. Implijet e vo ar bennrann «da-» e GW hag ar bennrann «deu-» e KLT. Ar peurrest a zo reizh-tre !
Sk. Verboù e «-a» pe «-aat». Tu zo o displegiñ èl verboù reizh diàr ar bennrann «-a» pe èl verboù amreizh. En displegadur* amreizh n'implijer ar bennrann «-a» nemet er stumm U2 amzer-vremañ, U2 stumm gourc'hemenn, anv-gwan-verb, a-wezhadoù U3 amzer-da-zonet. Er gourioù all e implijer ar bennrann hep «-a».
Sk. Verboù e «-liiñ/-liañ» ; «-niiñ/-niañ» ; «-ial», «-iat», «-iout», «-iiñ», «-iañ» (hep «-liiñ», «-liañ», «-niiñ», «-niañ») a zo amreizh e KLT, reizh e GW. En displegadur amreizh, e implijer ar bennrann reizh (kuzuli-, koani-, sturi-) dirak an dibennoù a grog get ur vogalenn zo dishañval doc'h «-i». Ar bennrann azasaet (kuzuilh-, koagn-, stur-) a implijer dirak an dibennoù a grog get «-i» pa ne vez dibenn ebet (U3 amzer-vremañ, U2 stumm gourc'hemenn).
I.3. Verboù direizh
Ar verboù direizh a zo dishañval a-walc'h, muioc'h a nemedennoù enne. Neoazh e vo kavet bepred ar memes poell : achu a ray U1 get «-n», L*1 get «-mp», L2 get «-t» pe «-c'h», L3* get «-nt», savet e vo an anv-gwan-verb get «-et», dibenn «-it» evit an doare gourc'hemenn L2, h.a.
N'eus nemet pevar verb direizh, ar verboù skoazell* en o mesk :

II. Adstummoù* an anv-verb

Ar pezh a c'hell bout souezhus e brezhoneg zo kaout meur a zoare da skriv un anv-verb :
  • Verboù get an dibenn «-añ» e KLT a vez skrivet «-iñ» e GW (sk. kanañ > kaniñ), met verboù get an dibenn «-iñ» e KLT a vez skrivet «-iñ» e GW ivez (sk. debriñ) ;
  • Verboù get an dibenn «-out» e KLT a vez skrivet peurliesañ «-et» e GW (sk. degouezhout> degouezhet) ;
  • Verboù get an dibenn «-eiñ» pe «-eriñ» e KLT a vez skrivet «-oiñ» pe «-oriñ» e GW (sk. roiñ, digoriñ) ;
  • En ur memes rannyezh e c'heller kaout meur a stumm (sk. kanal ha kan).

II. Dibennoù an anv-verb

Renket ag ar re stankañ d'ar re dibaotañ:
« -iñ »/«-añ» (2/3 ag ar verboù !),
«-aat»,
«-at»,
«-a»,
«-iiñ», «-iañ»,
«-al»,
dibennoù arall pe dibenn erbet
«-out»,
«-niiñ», «-niiañ»,
«-liiñ», «-liañ»,
«-el»,
«-iat»,
«-ial»,
«-et»,
«-iout»,
«-in»,

IV. Geriaoueg

Ar c'heriaoueg a c'heller kavout dindan 'zo renket dre urzh al lizherennoù*. Renket e vez neuze ar c'heriaoueg dre ar brezhoneg d'ar yezh all.
Adstumm: variante,
Amreizh: semi-régulier,
Amzer-vremañ: présent,
Anv-gwan-verb: participe passé,
Anv-verb: infinitif,
Dibenn: terminaison,
Direizh: irrégulier,
Displegadur: conjugaison,
Doare gourc'hemenn: impératif,
Gour: personne,
L, Liester: pluriel,
L3, Liester, trivet gour: troisième personne du pluriel,
Pennrann: radical,
Reizh: régulier,
U, Unander: singulier,
U1, Unander, kentañ gour: première personne du singulier,
Urzh al lizherennoù: ordre alphabétique,
Verb: verbe,
Verb skoazell: auxiliaire.

^